Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.
Jeremiaz 26:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger. |
Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.
Hag an AOTROU a lavaras din: Na lavar ket: Ur bugel on, rak mont a ri etrezek an holl re ma kasin ac'hanout, hag e lavari kement a c'hourc'hemennin dit.
Goude e tistroas Jeremiaz eus Tofed, e-lec'h m'en doa e gaset an AOTROU da brofediñ, hag en em zalc'has war leurenn ti an AOTROU, hag e lavaras d'an holl bobl:
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
hag ar profed Jeremiaz a zisplegas anezhi dirak holl bobl Juda hag holl dud Jeruzalem er gerioù-se:
Ar profed Jeremiaz a gomzas ouzh ar profed Hanania, dirak an aberzhourien hag an holl bobl en em zalc'he e ti an AOTROU.
Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.
Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklêriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h.
En em zalc'h ouzh dor ti an AOTROU, hag ac'hane youc'h ar gomz-mañ o lavarout: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a ya dre an dorojoù-mañ evit stouiñ dirak an AOTROU.
Lavarout a ri dezho an holl gomzoù-mañ, met ne selaouint ket. Krial a ri war o lerc'h, met ne respontint ket.
Hag e lavaras din: Mab an den, degemer en da galon ha selaou gant da zivskouarn an holl gomzoù a lavarin dit.
Te, mab an den, da lakaet em eus evel gedour evit ti Israel. Selaou ger va genoù, ha kemenn anezho eus va ferzh.
An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoù ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amañ evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv,
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
Gouzout a rit penaos ne’m eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc’h, ha ne’m eus ket manket d’o disklêriañ deoc’h ha d’ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d’egile,
Unan bennak a zeuas hag a lavaras dezho: Setu, an dud hoc’h eus lakaet er prizon a zo en templ hag a gelenn ar bobl.
Ha ne baouezent bemdez da gelenn ha da brezeg Aviel Jezuz-Krist en templ hag eus an eil ti d’egile.
Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.
met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.
Ne lakaiot netra ouzhpenn er c'homzoù a gemennan deoc'h ha ne lammot netra diouto, met mirout a reot gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue a gemennan deoc'h.
Ne voe netra a gement en doa gourc'hemennet Moizez, ha ne voe lennet gant Jozue dirak holl vodadenn Israel, gant ar gwragez, ar vugale hag an diavaezidi a gerzhe en o zouez.
Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ.