Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 23:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 23:28
15 Referencias Cruzadas  

Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a zisklêrio ar pezh a lavaro an AOTROU.


Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?


An test leal ne lavar nepred gaou, met ar falstest a gomz gant gevier.


O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc'h.


Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!


Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklêriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h.


Piv eo an den fur a glevo kement-se? Piv en deus komzet genoù an AOTROU outañ? Piv a zisklêrio abeg distruj ar vro hag abeg an tan-gwall a zev anezhi evel ur gouelec'h, hep den da dremen drezañ?


Maouezed, selaouit komz an AOTROU, ra zegemero ho skouarn komz e c'henoù, kelennit d'ho merc'hed hirvoudiñ, hag an eil d'eben ober gwerzioù.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.


Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?


An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?


A-hend-all, ar pezh a c’houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.


Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos