Jeremiaz 2:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Harz da droad da vezañ divot, ha da c'houzoug da gaout sec'hed. Met lavaret ec'h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc'h. |
Aberzhiñ a reas da zoueoù Damask o doa e gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoù rouaned Siria d'o sikour, ec'h aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitañ hag evit holl Israel e voent un abeg da gouezhañ.
Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.
Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne'c'h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec'h eus nerzh ez torn, setu perak n'out ket kouezhet.
Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?
Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.
Hag e lavaront: En aner eo! Hor menozioù a heuilhimp, ha pep hini ac'hanomp a raio hervez kaleter e galon fall.
O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?
Pign d'al Liban, kri, sav da vouezh war ar Basan, kri eus lein an Abarim! Rak an holl re az kare a zo distrujet.
Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne'c'h eus ket selaouet ouzh va mouezh.
Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.
Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.
A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c'holo he divjod. Nikun n'he frealz a-douez an holl re he c'hare. Hec'h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec'h enebourien.
Teod ar vagadell a zo staget ouzh e staoñ gant ar sec'hed. Ar vugaligoù a c'houlenn bara, ha den ne ro dezho.
Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c'hoad hag ar maen.
gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,
O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.
Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioù, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoù.
Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
Rak salvet omp en esperañs, met an esperañs a weler n’eo ken esperañs. Penaos e c’heller esperout ar pezh a weler?
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.