Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoù-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriñ o mon hag oc'h evañ o zroazh ganeoc'h?
Ar re vras en o zouez a gas ar re vihan da gerc'hat dour; mont a reont d'ar puñsoù-glav ha ne gavont ket a zour. Neuze e tistroont gant o listri goullo, mezhek ha pinous, goleiñ a reont o fenn.
Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.
Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr.