Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An aourgon zoken a ginnig o bronn hag a ro da zenañ d'o re vihan. Met merc'h va fobl a zo deuet da vezañ kriz evel struskañvaled ar gouelec'h.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 4:3
14 Referencias Cruzadas  

Diouzh ar mintin, pa'z on savet da reiñ da zenañ da'm mab, setu e oa marv. Met sellet em eus outañ gant evezh diouzh ar mintin, ne oa ket eñ va mab am boa ganet.


Loened gouez an inizi a yudo en he falezioù, hag an erevent en he ziez a blijadur. Hec'h amzer a zo tost da zont, he deizioù ne vint ket astennet.


Ar spern a gresko en he falezioù, an drez hag an askol en he c'hreñvlec'hioù. Eno e vo toulloù an aourgon ha tiez ar struskañvaled.


Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout.


Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.


Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?


Daouarn tener ar maouezed o deus poazhet o bugale, a zo deuet boued dezho, e-kreiz diskar merc'h va fobl.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


Debriñ a reot kig ho mibien ha debriñ a reot kig ho merc’hed,


diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos