En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.
hag e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel-se e vruzunin ar bobl hag ar gêr-mañ, evel ma vez bruzunet lestr ur poder, na c'hell ken bezañ adaozet. Sebeliet e vint e Tofed, rak ne vo lec'h ebet ken evit o sebeliañ.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?
An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.
Rak stegnañ a ran Juda evel ur wareg, leuniañ a ran Efraim, me a savo da vibien, o Sion, a-enep da vibien, o Javan! Ober a rin dit bezañ heñvel ouzh kleze un den nerzhus.
En un ti bras n’eus ket hepken listri aour hag arc’hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.