Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoù-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriñ o mon hag oc'h evañ o zroazh ganeoc'h?
Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!
Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.