Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Direizhder merc'h va fobl a zo brasoc'h eget pec'hed Sodom, a voe diskaret en un taol, hep na vije dorn deuet warni.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 4:6
14 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU a lakaas da gouezhañ war Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berzh an AOTROU eus krec'h an neñvoù.


Distrujañ a reas ar c'hêrioù-se, ar blaenenn a-bezh, holl dud ar c'hêrioù hag ar pezh a gresk war an douar.


Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.


Ra vo an den-se evel ar c'hêrioù en deus an AOTROU distrujet hep kaout keuz, ra glevo ar c'hlemmvan da vintin hag ar youc'h brezel da greisteiz.


Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.


Ar re a zo lazhet dre ar c'hleze a zo eürusoc'h eget ar re lazhet gant an naonegezh, hag a zo drastet tamm-ha-tamm, skuizhet dre ziouer a frouezh er parkeier.


Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc'h en devo en e galon, ha dre ar peoc'h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Priñs ar briñsed, met bruzunet e vo hep sikour dorn ebet.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


rak bez’ e vo neuze ur glac’har ken bras evel n’eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.


Me a lavar deoc’h penaos en deiz-se, e vo dousoc’h da Sodom eget d’ar gêr-se.


Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos