Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eñ eo an hini a grogo da zieubiñ Israel eus dorn ar Filistined.
met lavaret en deus din: Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; diwar-vremañ, diwall a evañ gwin hag evaj kreñv, hag a zebriñ traoù dic'hlan, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof betek deiz e varv.
Neuze e tigoras dezhi e holl galon hag e lavaras: An aotenn n'eo biskoazh tremenet war va fenn, rak un Nazeread a Zoue ez on adalek kof va mamm. Ma vefen touzet, an nerzh va dilezfe, e teufen da vezañ dinerzh hag e vefen evel un den all.