Izaia 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.
Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.
Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.
Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
Ha Spered Doue a wiskas Zakaria mab an aberzhour Jehojada. Hemañ en em zalc'has en e sav dirak ar bobl, hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz Doue: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Ne reot ket berzh, rak dilezet hoc'h eus an AOTROU, hag eñ a zilezo ac'hanoc'h.
Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.
Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.
Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?
An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.
Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Balag roue Moab en deus va lakaet da zont eus Aram, eus menezioù ar sav-heol. Deus, millig din Jakob! Deus, kemer droug ouzh Israel!
Ar Filistined a c'halvas an aberzhourien hag an divinourien, hag e lavarjont dezho: Petra a raimp gant arc'h an AOTROU? Deskit deomp penaos he c'hasimp d'he lec'h?