Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 44:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 44:17
32 Referencias Cruzadas  

O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Aberzhiñ a reas da zoueoù Damask o doa e gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoù rouaned Siria d'o sikour, ec'h aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitañ hag evit holl Israel e voent un abeg da gouezhañ.


Hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien hag hon tadoù n'o deus ket graet hervez da lezenn, ha n'o deus ket sentet ouzh da c'hourc'hemennoù, nag ouzh da destenioù a zouges a-enep dezho.


Pec'het hon eus, ni hag hon tadoù. Oberiet hon eus gant fallentez, an droug hon eus graet.


An AOTROU a fello dezhañ lemel kuit an holl vuzelloù loavus, an teod a gomz gant lorc'h,


Mibien Israel a lavaras: Perak n'omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc'h? Rak hon degaset hoc'h eus er gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.


disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.


Hag e tisklêrin va barnedigezhioù a-enep dezho, en abeg d'o holl zrougiezh, dre m'o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezañs da zoueoù all, hag o deus stouet dirak oberennoù o daouarn.


Kêrioù Juda ha tud Jeruzalem a yelo da grial etrezek doueoù ma kinnigont ezañs dezho, met ne saveteint ket anezho en amzer o gwalleur.


Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,


Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.


An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: C'hwi hag ho kwragez hoc'h eus komzet gant ho kenoù hag hoc'h eus graet gant ho taouarn, hag e lavarit: A-dra-sur e sevenimp ar gouestloù hon eus graet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober dezhi evadkinnigoù. Sevenet mat hoc'h eus ho kouestloù, graet hoc'h eus ho kouestloù a boent da boent,


Hag ankounac'haet hoc'h eus torfedoù ho tadoù, torfedoù rouaned Juda, torfedoù o gwragez, ho torfedoù deoc'h hoc'h-unan, ha torfedoù ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoù Jeruzalem?


Ha ne welez ket ar pezh a reont e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem?


Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.


Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c'hoad hag ar maen.


Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoù euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloù an Ejipt. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.


azezet ec'h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazañ, ha lakaet ec'h eus va ezañs ha va eoul warni.


Hag e tegasas ac'hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiñ o c'hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiñ dirak an heol etrezek ar sav-heol.


Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.


ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi, hec'h holl ouestloù a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,


Moizez a gomzas da bennoù meuriadoù mibien Israel o lavarout: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU:


Ar roue a voe glac’haret bras, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac’hañ outi.


Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,


Hi a lavaras dezhañ: Va zad, digoret ec'h eus da c'henoù d'an AOTROU? Gra din evel m'eo deuet eus da c'henoù, p'en deus an AOTROU veñjet ac'hanout eus da enebourien, mibien Ammon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos