Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.
Jeremiaz 18:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù. |
Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.
Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.
Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?
Met irienniñ a rejont a-enep dezhañ, hag e lazhjont anezhañ gant mein, war urzh ar roue, war leurenn ti an AOTROU.
Pa zeuas Doeg an Edomad da reiñ keloù da Saül, ha da lavarout dezhañ e oa aet David da di Akimelek.
Degas a raio eus an neñv hag am saveteo, lakaat a raio mezhek an hini a red war va lerc'h. Ehan Doue a gaso e vadelezh hag e wirionez.
Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.
Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.
Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.
Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.
Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.
An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.
Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!
An aberzhourien hag ar brofeded a gomzas ouzh ar briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An den-se a zo dellezek a varv, rak profedet en deus a-enep kêr, evel ma hoc'h eus klevet gant ho tivskouarn.
Met pa voe ouzh dor Benjamin, en em gavas eno ur pennc'hedour anvet Jirija, mab Shelemia mab Hanania, a grogas er profed Jeremiaz o lavarout: Te a dremen d'ar Galdeiz!
Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.
Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.
Penaos e lavarit: Fur omp, ha lezenn an AOTROU a zo ganeomp? Met setu, pluenn c'haouiat ar skribed he deus labouret evit ar gaou.
Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.
ha kelenn da vibien Israel an holl reolennoù en deus roet an AOTROU dezho dre zorn Moizez.
En abeg da-se ho po an noz e-lec'h gweledigezh, an deñvalijenn e-lec'h diougan. An heol a yelo da guzh war ar brofeded, hag an deiz a deñvalaio warno.
Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac’hanomp-ni ivez.
Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?