Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 18:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 AOTROU, taol evezh ouzhin, selaou mouezh va dislavarerien.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 18:19
14 Referencias Cruzadas  

AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou komzoù Sankerib, en deus kaset ur c'hannad evit dismegañsiñ an Doue bev!


A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!


Milligañ a raint, te a vennigo. Sevel a reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio.


Tra ma karan, en em reont va enebourien, ha me ne ran nemet pediñ.


Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.


Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc'h soñj em eus en em zalc'het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiñ da gounnar diouto.


AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.


AOTROU, gwelet ec'h eus ar gaou o deus graet din, ro din va gwir.


Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos