Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:31
23 Referencias Cruzadas  

E-pag ma kinnige Absalom aberzhoù, e kasas da gerc'hat Akitofel ar Gilonat, kuzulier David, eus e gêr a C'hilo. Hag en em reas eno un irienn c'halloudus, hag ar bobl a yae en ur greskiñ e-kichen Absalom.


En amzer-se ur c'huzul roet gant Akitofel a oa ken prizius ha ma vije ur c'huzul a-berzh Doue. Evel-se e oa talvoudegezh kuzulioù Akitofel, ken evit David, ken evit Absalom.


Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


Met Absalom a lavaras: Ra vo galvet ivez Hushai an Arkiad, ma klevimp ar pezh a lavaro, eñ ivez.


Hushai a lavaras da Absalom: Ar c'huzul en deus roet Akitofel ar wech-mañ n'eo ket mat.


Eñ a gas da netra divizoù an dud fall, hag o daouarn ne zeuont a-benn da netra.


Va c'helc'hiañ a reont gant komzoù a gasoni, hag e reont din ar brezel hep abeg.


Salm David, pa dec'he dirak Absalom e vab.


Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.


Kas anezho da netra, Aotrou, kemmesk o yezhoù, rak ne welan nemet taerder ha dirollerezh e kêr.


An drougiezh a zo en he c'hreiz, ar waskerezh hag ar faosted ne bellaont ket diouzh e straedoù.


Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?


Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos