Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:32
20 Referencias Cruzadas  

D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.


Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ.


David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


P'en doe tremenet David al lein, setu e teuas d'e gavout Ziba servijer Mefiboshed, gant daou azen sammet, ha warno e oa daou c'hant bara, kant pakad rezin sec'h, kant a frouezh hañv, hag ur sac'h-lêr gwin.


Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a yeas e Jeruzalem, hag Akitofel a oa gantañ.


Met Absalom a lavaras: Ra vo galvet ivez Hushai an Arkiad, ma klevimp ar pezh a lavaro, eñ ivez.


Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Baana mab Hushai en Aser hag en Alod;


Akitofel a oa kuzulier ar roue; Hushai an Arkian a oa mignon ar roue;


Ne'm eus ket aon dirak ar milieroù tud a zo oc'h en em renkañ a bep tu a-enep din.


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d’ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,


hag ez ae eus Betel da Luz, hag e tremene war harz an Arkianed en Atarod,


Un den eus Benjamin a dec'has eus an emgann hag a zeuas da Silo en deiz-se, e zilhad roget ha douar war e benn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos