Jeremiaz 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned11 Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù. Ver Capítulo |
An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.
Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.