An aberzhour Uri a savas un aoter hervez kement en doa urzhiet dezhañ ar roue Akab eus Damask. An aberzhour Uri a reas anezhi a-raok ma voe distroet ar roue eus Damask.
Ezekiaz a gomzas ouzh kalon an holl Levited en em ziskoueze desket-kaer e servij an AOTROU. Debriñ a rejont e-pad seizh devezh gant ar gouel, o kinnig aberzhoù a drugarekadennoù, hag o veuliñ an AOTROU Doue o zadoù.
Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.
Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c'hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoù, dall evel servijer an AOTROU?
me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.
Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.
Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.
Ar re boellek e-touez ar bobl a gelenno meur a hini, met kouezhañ a raint dre ar c'hleze, dre ar flamm, dre an dalc'herezh ha dre ar preizherezh, e-pad deizioù.
Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.
hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.
ha n’hoc’h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d’ar poanioù-se em c’hig, met va degemeret hoc’h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.
Hag an aberzhourien mibien Levi a dostaio, rak an AOTROU da Zoue en deus o dibabet evit e servijañ hag evit bennigañ en anv an AOTROU, hag eus o genoù e vo barnet pep enebiezh ha pep taol.
Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.