Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Lezenn ar wirionez a oa en e c'henoù, ha n'eus ket bet kavet a zireizhder war e vuzelloù. Kerzhet en deus ganin er peoc'h hag en eeunder, ha distroet en deus kalz diouzh o direizhder.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 2:6
27 Referencias Cruzadas  

Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


Setu amañ lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue.


Da reizhder a zo reizhder da viken, ha da lezenn n'eo nemet gwirionez.


Te a zo tost, o AOTROU, ha da holl c'hourc'hemennoù eo ar wirionez.


Genoù an den reizh a zisklêrio ar furnez, hag e deod a lavaro ar pezh a zo eeun.


Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh, rak bez' ez eus un dazont evit an den a beoc'h.


evit ma talc'hi ar preder, ha ma viro da vuzelloù an anaoudegezh.


Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.


A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec'honder, hag ar re o devo degaset kalz d'ar reizhder a lugerno evel stered, dalc'hmat ha da viken.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.


O vezañ eta deuet d’e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Ar re-mañ a c’houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Kelenn a raint da varnedigezhioù da Jakob, ha da lezenn da Israel. Lakaat a raint ar c'hwezh-vat dindan da zivfron, hag al loskaberzh war da aoter.


Ha diwar-benn Levi e lavaras: Da Dummim ha da Urim a vo gant an den feal, an hini ac'h eus temptet e Masa, enebet outañ e doureier Meriba,


hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.


N’eus ket bet kavet a c’haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.


Hogen mibien Eli a oa tud fall. N'anavezent ket an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos