An Aotrou en deus lavaret: O degas a rin eus Basan, o degas a rin eus donderioù ar mor,
Jeremiaz 15:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ. |
An Aotrou en deus lavaret: O degas a rin eus Basan, o degas a rin eus donderioù ar mor,
Hag e vint dilezet holl asambles da laboused ar menezioù ha da loened an douar. Al laboused a dremeno an hañv warno, ha loened an douar a dremeno ar goañv warno.
Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriñ.
Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.
Hag ar bobl a brofedont dezhi a vo taolet e straedoù Jeruzalem dre an naonegezh ha dre ar c'hleze, ha ne vo den da sebeliañ anezho, nag int nag o gwragez nag o mibien nag o merc'hed, hag e skuilhin warno o drougiezh.
Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.
Korfoù marv ar bobl-mañ a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar, ha ne vo den da drubuilhañ anezho.
Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,
Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, tud al lec'hioù gwastet-mañ a gouezho dre ar c'hleze, hag e roin d'al loened ar re a zo er parkeier, evit ma tebrint anezho, ar re a zo er c’hreñvlec’hioù hag er vougevioù a varvo dre ar vosenn.
setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;
kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.
Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.
evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.
Da gorf marv a vo boued holl laboused an neñvoù ha loened an douar, ha ne vo den d'o spouronañ.
Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr.
Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.