Adlezenn 32:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
24 Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr.
An AOTROU Doue a lavaras d'an naer: Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioù da vuhez.
Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.
Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.
Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.
Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.
Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,
Kas a rin a-enep deoc'h an naonegezh hag al loened fall, a lamo diganit da vugale. Ar vosenn hag ar gwad a dremeno dre da zouez, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout. Me an AOTROU am eus komzet.
pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,
Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.
An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.
Hag e tebri frouezh da gof, kig ar vibien hag ar merc'hed en devo an AOTROU da Zoue roet dit, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien.