Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Apocalyps 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc’hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d’ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d’an douar ha d’ar mor Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav‐heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret: |
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Laka ac'hanon evel ur siell war da galon, evel ur siell war da vrec'h. Rak ar garantez a zo nerzhus evel ar marv, ar warizi a zo kreñv evel lec'h ar marv. He luc'hed a zo luc'hed-tan, ur flamm taer.
Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
Piv eo an den hag en defe klevet mouezh an Doue bev o komz a-greiz an tan, hag a vefe chomet bev?
Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.
P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.
Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.
Gwelout a ris un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreñv: Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da zieren ar sielloù?
Un ael all a zeuas hag en em zalc’has tost d’an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c’hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.
o lavarout d’ar c’hwec’hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stêr vras Eufratez.
Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c’heot an douar, na da c’hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d’an dud n’o deus ket siell Doue war o zalioù.
David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?
Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.