Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 7:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav‐heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc’hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d’ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d’an douar ha d’ar mor

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 7:2
29 Referencias Cruzadas  

Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?


Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.


pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.


Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered‐Santel a oa bet prometet;


Ha na gontristit ket Spered‐Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption.


Rag ho‐unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit servicha an Doue beo ha gwirion,


Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis.


Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez,


Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost.


Hag e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en‐dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan.


Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in: Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe.


Ar c’houec’hved eal a skulliaz he scudel var ar ster vraz Euphrates; hag he dour a zeuaz da zec’ha, evit ma vije preparet hent ar rouane euz ar Sav‐heol.


Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv: Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou?


Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron.


hag a lavare d’ar c’houec’hved eal a oa an drompil ganthan: Tenn ho liammou d’ar pevar eal a zo stag var ar ster vraz Euphrates.


Hag e oe lavaret dezhe diwall da ober droug e‐bed d’ar yeot euz an douar, na da netra a c’hlaz, na da vezen e‐bed; nemed hep‐ken d’an dud n’ho deuz ket siel Doue var ho zal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos