Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 7:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Goude‐ze e veliz pevar eal en ho za var bevar c’horn an douar, hag a zalc’he ar pevar avel, evit na chouezje avel e‐bed var an douar, na var ar mor, na var gwezen e‐bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Goude-se, e welis pevar ael en em zalc’he e pevar c’horn an douar, o terc’hel ar pevar avel evit na c’hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 7:1
23 Referencias Cruzadas  

Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.


hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.


Hag e teui er meaz evit trompla an nationou a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag ho dastumo assambles evit ar gombat; hag an niver anezhe a zo evel an treaz euz ar mor.


Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.


Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.


Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.


hag a lavare d’ar c’houec’hved eal a oa an drompil ganthan: Tenn ho liammou d’ar pevar eal a zo stag var ar ster vraz Euphrates.


Hag e oe lavaret dezhe diwall da ober droug e‐bed d’ar yeot euz an douar, na da netra a c’hlaz, na da vezen e‐bed; nemed hep‐ken d’an dud n’ho deuz ket siel Doue var ho zal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos