Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 7:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 o lavarout: Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, betek m’hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 7:3
31 Referencias Cruzadas  

Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou‐ze, na vije bet den saveteet; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet.


Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion.


Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel;


Hag ober a rea d’an holl, bihan ha braz, paour ha pinvidic, tud libr pe esclaved, kemer eur merk var ho dorn deo, pe var ho zal.


Ha den na helle prena na gwerza, nemed an hini hen doa ar merk pe an hano euz al loen, pe an niver euz he hano.


Goude‐ze e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou‐ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal.


Hag unan all, an trede eal a zeuaz varlerc’h ar re‐man, en eur lavaret a vouez huel: Mar deu unan‐benag da adori al loen hag he imach, ha da gemer he verk var he dal, pe var he zorn,


Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.


Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.


Gwelet a raint he faç, hag he hano a vezo var ho zal.


Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.


Goude‐ze e veliz pevar eal en ho za var bevar c’horn an douar, hag a zalc’he ar pevar avel, evit na chouezje avel e‐bed var an douar, na var ar mor, na var gwezen e‐bed.


Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav‐heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret:


Hag e oe lavaret dezhe diwall da ober droug e‐bed d’ar yeot euz an douar, na da netra a c’hlaz, na da vezen e‐bed; nemed hep‐ken d’an dud n’ho deuz ket siel Doue var ho zal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos