Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 41:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 41:2
22 Referencias Cruzadas  

Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.


Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


O frikañ a ran evel poultr an douar, o bruzunañ hag o mac'hañ a ran evel fank ar straedoù.


petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.


Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda. Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ha ra bigno!


Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.


A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.


E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c'halvo va anv, kerzhout a raio war ar briñsed evel war ar fank, evel ma vac'h ar poder ar pri.


Redet en deus war o lerc'h, hag e tremen e peoc'h dre un hent n'en doa biskoazh aet e dreid warnañ.


Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,


Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:


me eo am eus savet hemañ gant reizhder ha plaenaet e holl hentoù. Eñ a adsavo va c'hêr hag a gaso en-dro va re zalc'het, hep resev paeamant na donezon, eme AOTROU an armeoù.


Me a c'halv eus ar sav-heol al labous-preizh, hag eus un douar pell den va c'hoantoù. Ar pezh a lavaran a lakaan d'en em gavout, hag ar pezh a ijinan a sevenan.


Me eo, me eo am eus komzet ha galvet anezhañ; me am eus e zegaset, hag e teuio a-benn d'e hent.


An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c'hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskell ar werc'hez merc'h Juda.


Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec’het ar rouaned, a vennigas anezhañ,


Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.


Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc’hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d’ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d’an douar ha d’ar mor


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos