Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 3:1
38 Referencias Cruzadas  

Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


Setu, e kasan un ael dirazout evit da ziwall en hent hag evit da lakaat el lec'h am eus kempennet.


Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec'hed, emañ va anv ennañ.


An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec'h, e c'hopr a vo gantañ, hag e oberennoù dirazañ.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Agge, kannad an AOTROU, a gomzas d'ar bobl hervez urzh an AOTROU, o lavarout: Me a zo ganeoc'h, eme an AOTROU.


Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mañ, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoù.


Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Ha mar fell deoc’h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.


Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,


Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv,


Rak ganet eo bet hiziv deoc’h e kêr David ur Salver, ar C’hrist hag an Aotrou eo.


O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.


A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc’h ober goulennoù outo.


Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d’ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc’h, da lavarout eo er C’hrist Jezuz.


Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec’h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos