Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.
Da galon, daoust hag e talc'ho, da zaouarn, daoust hag e chomint start, d'an deizioù ma labourin en da enep? Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.
Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.
Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.