Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:63 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

63 Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

63 Mæs Jesus ne sanné gricq. Nezé er Bêlêg‐Bras e laras dehou: Me hourhemenne d’oh, aberh er gùir Doué, laret t’emb ha hui‐é er Hrouist, mab Doué?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:63
42 Referencias Cruzadas  

Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?


Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?


Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!


An hini a rann gant ul laer a gasa e ene, klevout a ra al le a vallozh ha ne zisklêr netra.


Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.


Shadrak, Meshak hag Abed-Nego a respontas, o lavarout d'ar roue Nebukadnezar: N'hon eus ket ezhomm da respont dit war gement-se.


Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.


Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?


Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.


Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet.


hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!


En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.


An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.


Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c’hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez’ out-te ar C’hrist, Mab an Hini a zo benniget?


Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.


Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc’hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C’hrist, lavar deomp splann.


Me hag an Tad a zo unan.


perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?


Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.


Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc’h abaoe ar penn-kentañ.


Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n’eo ket bet “ya” ha “nann”, met bet eo “ya” ennañ.


eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,


An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.


Ar bobl a yeas eta er goadeg, hag e weljont ar mel a zevere, met den ne gasas e zorn d'e c'henoù, rak ar bobl a zouje d'al le.


Neuze unan bennak eus ar bobl a gomzas o lavarout: Da dad en deus lakaet an dud da douiñ start, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued hiziv! Hogen ar bobl a oa skuizh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos