Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!
Apocalyps 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’eus ket bet kavet a c’haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag en ho genou n’euz ket bet kavet a faozentez; rag dinam int dirag tron Doue. |
Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!
Ober a reont an dro dezhi deiz ha noz war he mogerioù, an distruj hag an drubuilh a zo en he c'hreiz.
Lakaet eo bet e vez gant ar re zrouk, hag en e varv emañ gant ar binvidien, eñ ha n'en deus graet netra taer, ha n'eus ket bet kavet touellerezh en e c'henoù.
Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.
O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.
Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.
Lezenn ar wirionez a oa en e c'henoù, ha n'eus ket bet kavet a zireizhder war e vuzelloù. Kerzhet en deus ganin er peoc'h hag en eeunder, ha distroet en deus kalz diouzh o direizhder.
Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.
evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.
a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c’homzoù tromplus,
D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,