Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 6:4
32 Referencias Cruzadas  

Faraon a lavaras d'e servijerien: Ha kavout a rafen un den evel hemañ, un den en deus spered Doue ennañ?


An dud-mañ o doe aon pa voent kaset da di Jozef, hag e lavarjont: Abalamour d'an arc'hant a voe adlakaet en hor seier ar wech kentañ eo e kaser ac'hanomp, evit en em daoler hag en em stlaper warnomp, hag hor c'hemer evit sklaved ha kregiñ en hon ezen.


An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk.


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.


Ha te, AOTROU, te a anavez o holl guzulioù em enep evit va lakaat d'ar marv. Na c'holo ket o drougiezh ha na ziverk ket o fec'hed a-zirak da zremm, ra vint diskaret dirazout, gra en o enep en amzer da gounnar.


Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!


Klaskit peoc'h ar gêr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc'h ho po ar peoc'h.


Diwar-benn-se, d'an ampoent, e tostaas Kaldeiz da damall ar Yuzevien.


rak kavet e oa ennañ ur spered uhelañ, anaoudegezh ha skiant da zisklêriañ an huñvreoù, da ziskuliañ ar c'hevrinoù ha da ziskoulmañ an traoù diaes; Daniel eo, hag a oa anvet Beltshazar gant ar roue. Bremañ eta ra vo galvet Daniel, hag e roio an disklêriadenn.


Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.


hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d’ar marv.


Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.


Oc’h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d’e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.


Ne c’helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.


Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d’ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.


Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc’h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.


Met e ran kement-se hag henn ober a rin c’hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.


evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


E dad hag e vamm ne ouient ket e oa kement-se a-berzh an AOTROU, rak Samzun a glaske un abeg a-enep ar Filistined. En amzer-se ar Filistined a vestronie Israel.


Hag e respontjont: Ne'c'h eus ket graet gaou ouzhimp, ne'c'h eus ket hor gwasket, ne'c'h eus kemeret netra eus dorn den.


David a rae berzh e kement a embrege, rak an AOTROU a oa gantañ.


Akimelek a respontas d'ar roue o lavarout: Piv eta, a-douez da holl servijerien, a zo ken leal ha David mab-kaer ar roue, a zo aet war da c'hourc'hemenn, hag a zo enoret ez ti?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos