Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 1:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 a zo bet unanet ganthan, erc’horf euz he gig, dre he varo, evit ho lakaad dirazhan santel, pur ha didamal;

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 1:22
21 Referencias Cruzadas  

Bet on eeun gantañ, hag on en em viret diouzh va direizhder.


Setu Doue ne fizi ket en e sent, an neñvoù n'int ket glan dirak e zaoulagad,


Setu, al loar zoken a zo hep sklêrijenn, ar stered n'int ket glan dirak e zaoulagad,


Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c'hoñsevet er pec'hed.


er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez.


Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.


Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.


oc’h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac’hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac’hanomp d’en em ziskouez ganeoc’h.


An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.


Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.


Rak Doue n’en deus ket hor galvet d’an dic’hlanded met d’ar santelezh.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig,


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos