Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c’homzoù tromplus,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag, an hini a fell dezhan karoud ar vuez ha gwelet deiziou eürus, ra viro he deod diouz an droug, hag he vuzellou diouz ar c’homzou tromplus;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 3:10
24 Referencias Cruzadas  

Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.


Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c'hoazh ar sklêrijenn.


Va deizioù a zo aet buanoc'h eget ur reder, hag e tec'hont hep bezañ gwelet an eürusted.


evit ma welin eurvad da re zibabet, ma laouenain e levenez da bobl, ha ma kavin gloar gant da hêrezh.


A! Ma ne'm bije ket kredet e weljen madoù an AOTROU war zouar ar re vev! ...


Pa lakaio e ene eürus e-pad e vuhez, pa vi meulet abalamour ma rez vat dit da-unan,


Ar wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi, hag an holl re a vir anezhi a zo eürus.


rak deizioù hir ha bloavezhioù a vuhez, ha peoc'h ivez a zegasint dit.


rak ez int buhez ar re a gav anezho, ha yec'hed o holl gorf.


Rak an hini am c'hav a gav ar vuhez, hag en devo grad-vat an AOTROU,


Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.


Eñ a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n’eo mat, nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc’hemennoù.


Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel he saveteo.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.


Rak n'int ket komzoù didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoù-mañ ec'h hiraiot ho teizioù er vro ma'z eot da berc'hennañ, o tremen ar Jordan.


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet ha n’eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù,


N’eus ket bet kavet a c’haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos