Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

34 Rumad‐aëron, penaus e hellet‐hui larein treu mad, ha hui tud fall? Rac a ziar er lænder er galon e gonz er héneu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:34
28 Referencias Cruzadas  

D'ar mestr-kaner; war ar "Mahalad"; "Maskil" David.


Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh tousmac'h ar vicherourien a zireizhder,


evit tennañ dre guzh war an den didamall. Tennañ a reont a daol-trumm a-enep dezhañ, ha n'o deus ket a zoujañs.


Kalon an den fur a gelenn e c'henoù, hag a laka deskoni war e vuzelloù.


Diwall da galon gant evezh, rak anezhi eo e teu mammennoù ar vuhez.


Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.


Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.


Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.


Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec'hioù stankañ eus ar c'hoadoù, ma sav kolonennoù moged.


An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall.


Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù a zeu eus ar galon, ha kement-se eo ar pezh a hudura an den.


Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec’hot diouzh kastiz ar gehenn?


Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?


Lavarout a rae eta d’ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?


An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù.


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.


Eus ar re zrouk e teu an droug, evel ma lavar ur c'hrennlavar kozh. Evel-se va dorn ne vo ket warnout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos