An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.
Adlezenn 19:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da lagad a vo didruez hag e tilami diouzh Israel ar gwad didamall, hag e vi eürus. |
An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.
Ha setu, an holl diegezh a zo savet a-enep da servijerez en ur lavarout: Ro deomp an hini en deus skoet war e vreur, ma lakaimp anezhañ d'ar marv en abeg da ene e vreur en deus lazhet, hag e tistrujimp ivez an hêr. Hag e fell dezho mougañ ar c'hlaouenn vev a van ganin, evit na chomo gant va fried nag anv na diskennad war an douar.
Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.
Sebeliet e voent gant eskern Saül ha Jonatan e vab, e bro Benjamin, e Zela, e bez Kish tad Saül. Graet e voe kement en doa gourc'hemennet ar roue. Ha goude-se, Doue a voe sioulaet e-keñver ar vro.
Ar roue a lavaras dezhañ: Gra evel m'en deus lavaret, sko warnañ ha sebeilh anezhañ, hag e lami diwarnon ha diwar ti va zad ar gwad en deus Joab skuilhet hep abeg.
Lagad ebet n'en deus bet truez ouzhit evit ober unan eus an traoù-se dre drugarez ouzhit, met e voes taolet war c'horre ur park dre zispriz evit da vuhez d'an deiz ma'z out bet ganet.
An hini en devo lazhet ul loen, a roio unan all, met an hini en devo lazhet un den, a vo lakaet d’ar marv.
Ne zegemerot ket un daspren evit ene ur muntrer a zo kablus ha din da varv, a-dra-sur e vo lakaet da varv.
n'asanti ket dezhañ ha ne selaoui ket anezhañ. Da lagad a vo didruez, n'esperno ket anezhañ, ne c'holoi ket anezhañ,
henaourien e gêr a gaso da gerc'hat anezhañ ac'hane, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar veñjer-gwad, evit ma varvo.
Da lagad a vo didruez, buhez evit buhez, lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad.
Evel-se e tilami ar gwad didamall eus da greiz, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.
Distrujañ a ri an holl bobloù a roio dit an AOTROU da Zoue, da lagad a vo didruez ha ne serviji ket o doueoù, rak ur stign e vefe evidout.
p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,