Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 14:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ha setu, an holl diegezh a zo savet a-enep da servijerez en ur lavarout: Ro deomp an hini en deus skoet war e vreur, ma lakaimp anezhañ d'ar marv en abeg da ene e vreur en deus lazhet, hag e tistrujimp ivez an hêr. Hag e fell dezho mougañ ar c'hlaouenn vev a van ganin, evit na chomo gant va fried nag anv na diskennad war an douar.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 14:7
9 Referencias Cruzadas  

betek ma vo fulor da vreur distroet diouzhit ha m'en devo ankounac'haet ar pezh ac'h eus graet dezhañ. Neuze e kasin da'z kerc'hat ac'hane. Perak e vefen forc'het ac'hanoc'h ho-taou en hevelep deiz?


Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho.


Henaourien e di a savas hag a zeuas d'e gavout, evit ober dezhañ sevel diwar an douar. Met ne fellas ket dezhañ, ha ne zebras ket ganto.


Da servijerez he doa daou vab a zo en em gannet er parkeier, ha ne oa den evit o herzel. Unan en deus skoet war egile hag en deus e lazhet.


Ar roue a lavaras d'ar vaouez: Kae da'z ti, me a roio urzhioù diwar da benn.


Ar veñjer-gwad eo a lakaio ar muntrer da varv; pa en em gavo gantañ, e lakaio anezhañ d'ar marv.


Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.


Ar mab kentañ-ganet a c'hano a adsavo anv ar breur marv, evit na vo ket diverket e anv eus Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos