Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 21:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 21:1
34 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe un naonegezh er vro hag Abram a ziskennas en Ejipt da chom eno, rak an naonegezh a oa bras er vro.


Bez' e voe un naonegezh er vro-se, ouzhpenn an hini gentañ a oa bet en amzer Abraham. Izaak a yeas etrezek Abimelek roue ar Filistined, da C'herar.


Hag eus an holl vroioù e teued d'an Ejipt da brenañ gwinizh digant Jozef, rak an naonegezh a oa bras war an douar holl.


Mibien Israel a zeuas da brenañ gwinizh e-touez ar re a zeue ivez, rak an naonegezh a oa e bro Ganaan.


An naonegezh a oa gwall vras er vro.


An AOTROU a laka da adkouezhañ warnout holl wad ti Saül, ma renez en e lec'h. An AOTROU en deus lakaet ar rouantelezh etre daouarn da vab Absalom, ha setu ez out er gwalleur, dre ma'z out bet un den a wad.


hag Ira eus Jair a oa aberzhour David.


Hag e respontjont d'ar roue: Diwar-benn an den-se en deus hon distrujet, hag en deus ijinet hon distrujañ ken na chomje hini ac'hanomp e korn-bro ebet eus Israel,


Kounnar an AOTROU a voe entanet c'hoazh a-enep Israel, hag e vountas David a-enep dezho en ur lavarout: Kae, gra an niveradeg eus Israel hag eus Juda.


David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.


David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.


Bez' e voe un naonegezh vras e Samaria, ha setu, e oa sezizet ken tost ma oa gwerzhet ur penn azen pevar-ugent sikl arc'hant, hag ur c'hard eus ur c'hab kaoc'h koulm pemp sikl arc'hant.


Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.


Lavarout a rin da Zoue: Na'm c'hondaon ket, ro din da c'houzout perak ez out em enep.


Va c'halon a lavar din eus da berzh: Klask va dremm! Me a glask da zremm, o AOTROU!


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.


Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.


Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevañ, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d'al le hon eus touet dezho,


C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab.


Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.


Hag-eñ e troukroio pennoù Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eñ e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.


David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.


David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos