Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Adlezenn 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Arabat mont war-lerc'h doueoù all

1 Mar sav ez kreiz ur profed pe un huñvreer, hag a ro dit ur sin pe ur burzhud,

2 ha ma c'hoarvez ar sin-se pe ar burzhud-se en deus komzet diwar e benn en ur lavarout: Deomp war-lerc'h doueoù all na'c'h eus ket anavezet ha servijomp anezho!

3 Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.

4 Mont a reot war-lerc'h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhañ. Mirout a reot e c'hourc'hemennoù hag e sentot ouzh e vouezh, servijañ a reot anezhañ hag en em stagot outañ.

5 Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

6 Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,

7 a-douez doueoù ar pobloù a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar,

8 n'asanti ket dezhañ ha ne selaoui ket anezhañ. Da lagad a vo didruez, n'esperno ket anezhañ, ne c'holoi ket anezhañ,

9 met a-dra-sur e lazhi anezhañ. Da zorn a vo warnañ da gentañ evit e lakaat d'ar marv, ha dorn an holl bobl goude.

10 Hag e veinatai anezhañ d'ar marv, rak klasket en deus distreiñ ac'hanout diouzh an AOTROU da Zoue en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

11 Holl Israel a glevo kement-se hag a zoujo, ha ne vo ken graet un dra ken fall ez kreiz.

12 Pa glevi lavarout diwar-benn unan eus ar c'hêrioù en devo roet dit an AOTROU da Zoue evit chom enno:

13 Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,

14 e reni un enklask, e c'houlenni hag e klaski gouzout gant evezh. Mard eo gwir ha diarvar an dra-se, graet eo un euzhusted en ho touez,

15 a-dra-sur e lazhi annezidi ar gêr-se gant troc'h ar c'hleze hag e lakai anezhi da verz gant kement a vo enni, hag e lazhi al loened gant troc'h ar c'hleze.

16 Dastum a ri e-kreiz al leurgêr hec'h holl ziwisk hag e tevi en tan ar gêr gant hec'h holl ziwisk dirak an AOTROU da Zoue. Ur yoc'h e vo da viken ha ne vo ken adsavet.

17 Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,

18 pa ec'h eus sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, hag oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos