Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 ha ma c'hoarvez ar sin-se pe ar burzhud-se en deus komzet diwar e benn en ur lavarout: Deomp war-lerc'h doueoù all na'c'h eus ket anavezet ha servijomp anezho!

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 13:2
16 Referencias Cruzadas  

Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.


Piv bennak a gousko gant ul loen a vo lakaet d'ar marv.


Met strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù. Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .


Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.


C'hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc'h huñvreerien, ho steredourien, hoc'h hudourien, a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.


Mard eo profedet ar peoc'h gant ur profed, eo dre sevenidigezh e gomz e vo ar profed-mañ anavezet e gwirionez evel kaset gant an AOTROU.


Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,


Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.


Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c'hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n'en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na'z po ket aon outañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos