17 An hini a skoio un den d’ar marv, a vo lakaet d’ar marv.
Neuze e lavaras David da Natan: Pec'het em eus dirak an AOTROU! Hag e lavaras Natan da Zavid: An AOTROU en deus pellaet da bec'hed, ne varvi ket,
Lakaat a rejont o dorn warni, hag e tistroas dre hent donedigezh ar C'hezeg da di ar roue, hag e voe lazhet eno.
Ne vuntri ket.
An hini en devo lazhet ul loen, a roio unan all, met an hini en devo lazhet un den, a vo lakaet d’ar marv.
Mar en deus skoet unan bennak gant ur benveg houarn, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.
Milliget ra vo an hini a sko gant e nesañ e kuzh! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!