Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 24:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 An hini a vallozho anv an AOTROU a vo lakaet d’ar marv, an holl vodadenn a veinataio anezhañ; kenkoulz an diavaeziad evel an henvroad, pa vallozho an Anv, e vo lakaet d’ar marv.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 24:16
19 Referencias Cruzadas  

David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.


Komz a reont a-enep dit evit ober an droug, da enebourien a dou e gaou.


betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?


Az pez soñj penaos an enebour a zismegañs, o AOTROU, ha penaos ur bobl diskiant a zispriz da anv!


Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.


Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.


Lavar da vibien Israel: Piv bennak, eus mibien Israel pe eus an diavaezidi a zo o chom en Israel, a roio eus e vugale da Volok, a vo lakaet d’ar marv; meinataet e vo gant pobl ar vro.


Rak-se e lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d’an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho.


Petra a soñjit? Respont a rejont: Din eo da vervel.


Klevet hoc’h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel.


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.


Ouzh o c’hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c’hêrioù estren.


O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol.


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc’h?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos