Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.
Diwar-benn an den glan ha n'emañ ket en beaj, mar tremen hep ober ar Pask, lamet e vo eus e bobl rak n'en deus ket kinniget ar prof d'an AOTROU en amzer dereat; an den-se a zougo e bec'hed.