Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Lavar da vibien Israel: Piv bennak, eus mibien Israel pe eus an diavaezidi a zo o chom en Israel, a roio eus e vugale da Volok, a vo lakaet d’ar marv; meinataet e vo gant pobl ar vro.
e tegasint ar plac'h yaouank ouzh dor ti he zad, hag e veinataio anezhi tud kêr, hag e varvo, rak graet he deus un euzhusted en Israel, o c'hastaouiñ e ti he zad. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.
Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.