Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.
Adlezenn 11:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar sentit ouzh ar gourc'hemennoù a gemennan deoc'h hiziv, mar karit an AOTROU ho Toue o servijañ anezhañ eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene, |
Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.
Met mar selaouit ouzhin gant evezh, eme an AOTROU, ha na rit tremen bec'h ebet dre zorojoù ar gêr-mañ da zeiz ar sabad, mar santelait deiz ar sabad en ur chom hep ober labour ebet ennañ,
Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.
me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh,
Bremañ eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,
Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoù, e varnedigezhioù hag e c'hourc'hemennoù.
Mar mirit an holl c'hourc'hemennoù am eus kemennet deoc'h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoù hag evit en em stagañ outañ,
Mirout a reot an holl c'hourc'hemennoù a gemennan deoc'h hiziv, evit ma en em greñvaiot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ,
Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloù an douar.
Mar klaskez ac'hane an AOTROU da Zoue, e kavi anezhañ, pa en klaski eus da holl galon hag eus da holl ene.
Mirout a reot gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue, e destenioù hag e reolennoù en deus gourc'hemennet dit.
Mar selaouit ar barnedigezhioù-se, ma virit anezho ha ma grit diouto, an AOTROU da Zoue a viro dit an emglev hag an drugarez en deus touet da'z tadoù.