Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.
Mar mirit an holl c'hourc'hemennoù am eus kemennet deoc'h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoù hag evit en em stagañ outañ,
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.
Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.