Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.
Sofonia 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaren: Va doujañ a ri da nebeutañ, degemer a ri kelennadurezh. Neuze he chomaj ne vo ket distrujet, ar pezh am boa divizet a-enep dezhi! Met hastet o deus huduraat o holl oberoù. |
Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.
Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.
Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou ha chom hep degemer kelennadurezh.
pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoù,
Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.
Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Mard ez a-youl etrezek pennoù roue Babilon, da ene a vevo hag ar gêr-mañ ne vo ket devet dre an tan. Hag e vevi, te ha da di.
Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.
hag ho lakain da chom el lec'h-mañ, er vro am eus roet d'ho tadoù a gantved da gantved.
Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n'eus den o kaout keuz d'e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d'o redadenn, evel ur marc'h a zilamm d'ar brezel.
En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.
N'he deus ket selaouet ar vouezh, n'he deus ket degemeret ar reizhadur, n'eo ket en em fiziet en AOTROU, n'he deus ket tostaet ouzh he Doue.
gant aon n'en em vreinfec'h en ur ober ur skeudenn gizellet, ur skeudenn eus un idol bennak, an taolennadur eus ur par pe ur barez,
Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.