Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoù,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:5
20 Referencias Cruzadas  

Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.


Gwel hag-eñ ez on war hent an direizhder, ha va ren en hent peurbadus!


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, hag e chomi da viken.


En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoù, ehanit d'ober fall,


neuze ar rouaned hag ar briñsed azezet war dron David a zeuio-tre dre zorojoù ar gêr-mañ pignet war girri ha war gezeg, int hag o friñsed, tud Juda ha tud Jeruzalem, hag ar gêr-mañ a vo annezet da viken.


Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Israel, mar distroez, eme an AOTROU, mar distroez da'm c'havout, mar lamez da euzhusted a-zirazon, ne vi ken o kantreal,


hag ho lakain da chom el lec'h-mañ, er vro am eus roet d'ho tadoù a gantved da gantved.


Setu perak e varnin pep hini ac'hanoc'h hervez e hentoù, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, addeuit diouzh hoc'h holl bec'hedoù, ha ne zeuio ket an direizhder da vezañ ho maen-kouezh.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos