Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, na'm imorit ket dre labour ho taouarn, ha ne rin droug ebet deoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:6
17 Referencias Cruzadas  

Juda a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h atizjont e warizi en abeg d'ar pec'hedoù a rejont, muioc'h eget n'o doa graet biken o zadoù.


An AOTROU en doa graet ganto un emglev ha roet dezho ar gourc'hemenn-mañ: Ne zoujot ket doueoù all, ne stouot ket dirazo, ne servijot ket anezho, ha ne aberzhot ket dezho.


Ne reot ket em c'hichen doueoù arc'hant, ne reot ket deoc'h doueoù aour.


Ne'z po ket doueoù all dirazon.


Rak mibien Israel ha mibien Juda n'o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n'o deus graet nemet va c'hounnariñ gant oberoù o daouarn, eme an AOTROU.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Ha bremañ evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Perak e rit an droug bras-se deoc'h hoc'h-unan, en ur lakaat da lemel ac'hanoc'h a-douez Juda, paotred, maouezed, bugale, poupiged, en doare ma ne vo nemorant ebet ac'hanoc'h?


Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?


na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec'h-mañ ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoù all evit ho tistruj,


Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket,


Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.


ha ma c'hoarvez ar sin-se pe ar burzhud-se en deus komzet diwar e benn en ur lavarout: Deomp war-lerc'h doueoù all na'c'h eus ket anavezet ha servijomp anezho!


hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus an holl gomzoù a c'hourc'hemennan di hiziv, evit mont war-lerc'h doueoù all hag o servijañ.


Ned eot ket war-lerc'h doueoù all, a-douez doueoù ar pobloù a vo en-dro deoc'h,


Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!


Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoù estren, e tistroio hag e raio droug deoc'h, hag e kuzumo ac'hanoc'h, goude bezañ graet vad deoc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos