Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoù, ha bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilhañ warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 3:8
39 Referencias Cruzadas  

ar re a lavar: Gant hon teodoù e trec'himp, hor muzelloù a zo deomp, piv a vo hor mestr?


Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.


Esper en AOTROU, chom start, ra en em greñvaio da galon! Ya, esper en AOTROU!


Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent, sevel a raio ac'hanout da berc'hennañ an douar, an dud drouk a vo lamet kuit dirak da zaoulagad.


Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.


D'ar mestr-kaner; hervez "Jedutun"; salm David.


Ne reont nemet irienniñ evit e lakaat da gouezhañ eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoù e vennigont, met gant o c'halon e villigont.  Ehan


Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?


Skuilh da fulor war ar broadoù n'anavezont ket ac'hanout, war ar rouantelezh n'aspedont ket da anv.


Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.


Laka ac'hanon evel ur siell war da galon, evel ur siell war da vrec'h. Rak ar garantez a zo nerzhus evel ar marv, ar warizi a zo kreñv evel lec'h ar marv. He luc'hed a zo luc'hed-tan, ur flamm taer.


Eno emañ ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emañ an dorn astennet war an holl vroadoù.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Rak emañ kounnar an AOTROU war an holl vroadoù, e fulor war an holl armeoù, o lakaet en deus da verz, o roet en deus d'al lazhadeg.


Mac'het em eus ar pobloù em c'hounnar, o mezvet em eus em fulor, lakaet em eus o gwad da redek war an douar.


Skuilh da fulor war ar broadoù na'z anavezont ket, ha war an tiegezhioù na c'halvont ket da anv, rak lonket o deus Jakob, e lonket o deus, e guzumet o deus, ha gwastet o deus e chomlec'h.


An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.


e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.


Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.


Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.


An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc’hed.


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


Klevout a ris ur vouezh kreñv a zeue eus an templ hag a lavaras d’ar seizh ael: It ha skuilhit war an douar an hanafoù eus kounnar Doue.


Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos