Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 3:9
21 Referencias Cruzadas  

An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioù.


Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU.


Adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol, ra vo meulet anv an AOTROU!


Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


En deiz-se e vo pemp kêr e bro Ejipt a gomzo yezh Kanaan hag a douo da AOTROU an armeoù; kêr an distruj a vo anvet unan anezho.


Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


Tosta anezho an eil ouzh egile evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unanet ez torn.


Rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh gloar an AOTROU, evel strad ar mor gant an doureier en golo.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall.


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos