Gourdrouz loen ar raoskl, tolpad an tirvi gant leueoù ar pobloù, ar re a zo gwisket a laonennoù arc'hant. Stlabezañ a ra ar pobloù en em blij er brezelioù.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
En amzer-se e vo degaset ur prof da AOTROU an armeoù gant ar bobl galloudus ha skedus, gant ar bobl spouronus zoken er pellder, ur vroad kreñv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù, d'al lec'h m'emañ o chom anv an AOTROU, war Venez Sion.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?
O vezañ savet, ez eas. Ha setu, un Etiopad, un eunuk ministr bras Kandake rouanez Etiopia, merour war hec’h holl deñzorioù, deuet da Jeruzalem evit azeuliñ,
da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.